Distanket eo ar vuhez politikel e Iwerzhon an Norzh
Dilennadegoù a oa bet e Iwerzhon an Norzh e 2022 ha trec'h e oa bet ar Sinn Fein evit ar wech kentañ eno. Koulskoude o deus ranket iwerzhoniz an Norzh gortoz daou vloaz, betek ar miz-mañ, evit ma vefe anvet ar republikanez Michelle O'Neill e penn ar gouarnamant. Rak stanket e oa bet ar vuhez politikel e breujoù Belfast gant an Unionisted. Eamon O Ciosain, kelenner galleg ha brezhoneg e skol-veur Maynooth e Iwerzhon a zispleg deomp penaos eo posupl kement-mañ.
Evit ar wech kentañ neuze e vo ur vroadelourez iwerzhonat ha katolik e penn Iwerzhon an Norzh. Evit ar wech kentañ e vo tud eus ar Sinn Fein ministred an ekonomiezh hag an arc'hant ivez. Met c'hoant he deus Michelle O Neil bezañ ministrez an holl norzh-iwerzhoniz hag evit-se e oa bet da obidoù ar rouanez Elisabeth ha kurunadur ar roue Charlez 3 e bro Saoz.