en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un danevell get Kambr rannvroel ar c'hontoù àr rouedad Diwan

Un danevell get Kambr rannvroel ar c'hontoù àr rouedad Diwan

Diezamentoù ha bresk vehe statud rouedad Diwan… Setu perzh oe disklêriet gant kambr rannvroel ar c’hontoù.

Ar bodadeg-se ‘neus embannet un danevell dilun ar sizhun tremenet. Hervez an enklaks eo brav al labour pedagogel savet gant ar rouedad… Mirout a ra mat ivez Diwan ar budjet bloaziek.

Met lakaat a ra war wel an danevell penaos vefe « bresk » ar rouedad. Hervez kambr rannvroel ar c’honteù vefe « gourdrouzoù » war ac’hantaouiñ Diwan…

Hervez teñzor Diwan, Yves Marie Derbré Salaün, eo reizh war poentoù ‘zo an danevell savet gant kambr rannvroel ar c’honteù… Met direnket eo ar roouedad gant un disoc’h arall

Riskloù gwriel vefe gant rouedad Diwan ivez, hervez an danevell… Ar riskloù-se vefe liammet gant ar fed oa nac’het an deskadurezh dre soubidigezh gant ar c’huzul bonnreizhel e 2021, pa oa studiet al lezenn Molac gant izil ar c’huzul-sen.

 

Yves-Marie Derbré-Salaün, teñzorour Diwan, oe doc'h mikro Yuna Kojan.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio