en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

"Ar Jeorji hag an Armeni", prezegenn gant Hent Don e Bear emberr !

"Ar Jeorji hag an Armeni", prezegenn gant Hent Don e Bear emberr !

Komz eus broioù pell e brezhoneg penn da benn, sell aze ar pezh a vo graet emberr e Bear, e Bro-Dreger ! Juluan ar C’hozh zo a baouez tremen ur bloavezh e Jeorji hag eno en deus gwelet ha klevet a bep sort traoù ! Bet oa ivez oc’h ober un tamm tro en Armeni. Ha pedet eo bet gant ar gevredigezh Hent Don da reiñ un tañva d’an dud eus buhez, sevenadur hag istor ar broioù-se. A-drugarez d’an Europ eo bet eno o labourat e-barzh un ti ar reoù yaouank. Du-hont en deus desket tammoù jeorjianeg ivez evel-just.

 

« Ar Jeorji hag an Armeni », ur brezegenn gant Juluan ar C’hozh eus ar gevredigezh Hent Don a c’hallfet selaou evit mann da 8e fenoz e sal ar c’hevredigezhioù, e-kichen ar vediaoueg, e Bear.

 

Troc'had-kaoz gant Tomaz Laken





Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio