en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Avel em fenn - Meurzh 13 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Meurzh 13 a viz C'hwevrer

Filaj Lokuon: Yannig Doujet ag ar gevredigezh Kafe Bara Amonenn a zo deuet er studio evit kontiñ kaoz ag an afer, da glevout e penn kommañs ar podkast-mañ. Emgav da 2e30 e Skol-gozh Lokuon a benn Disul.

 

Adkavit ivez an tri labourer-douar: Olivier Charles, maer Bulat ha labourer-douar a oa kreiz an hent e Kallag o sevel ur c'hleuñv gant peizanted an FDSEA, Loeiz Stervinou ha Loeiz-Pêr Ar c'hraz, labourerien-douar war o leve, a oa int war kroazhent tro Karaez gant ar C'honfederasion Peizant. Gint 'lâr hirroc'h hiriv a-ziàr o sell àr ar sindikadoù hag ar feson m'o deus ar peizanted da gavout o flas e-touesk ar gevredigezh hag e-touesk ar strollad peizant tro-dro dezho. Pennad-kaoz ar sizhun a skigner a dammigoù bemdeiz e-pad ar sizhun a-bezh. Ur sujed kaset get Tomaz Laken & Maëlle Ausias (RKB).

 

Aterset oa bet Gwenole Larvor àr e dezenn a-ziàr ar skol & ar brezhoneg e Pennad-kaoz abadenn Brezhoweb. Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ.

 

Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard. Un abadenn buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi.

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio