en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al lun 12 a viz C'hwevrer- 8e30 beure

Keleier ar vro d'al lun 12 a viz C'hwevrer- 8e30 beure

Merañ al loñjeris 'ba Breizh: ar bras eus ar Vretoned zo a-du gant an UDB

Warlene e oa bet lakaet un toullad mat a gumunioù dindan ar statud « takad tenn » e Breizh. Met ar muzul-se n'eo trawalc'h da herzel enkadenn al lojeiz evit an UDB. Hag evit gwelet penaos e vefe degemeret diskoulmoù nevez gant ar vretoned ha bretonezed, evel ar Statud annezad, en deus ar strollad koumanantet ur sontadeg digant an Ifop da destiñ o mennozhioù. Muioc'h a ditouroù diouztu gant Nil Caouissin, mouezh aotreet ar strollad. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

C'hoari 'vo 'ba kêr zDouarnenez beket dimerc'her gant an Ened

Krog e oa Meurlarjez pe gouel an Ened e Douarnenez disadorn goude mern. Kantadoù a dud treuzwisket, bras ha bihan, a oa en em vodet war plasenn ar c'houi evit lid digeriñ ar gouel : kinnig an Den Paolig, ur vargodenn a enor un den disheñvel eus kêr ar pennoù sardin bep bloaz. Ha staget e vez a-istribilh ouzh savadur ar c'houi betek fin an Ened. Ar bloaz-mañ e oa tresoù Elvis Presley gantañ. Metig Jakez-Vargas a oa war al lec'h.

 

Ar reportajoù zo da selaou amañ

 

Keleier ouzhpenn zo bet embannet:

- Enez vMayott: cheñchet 'vo ar reolennoù da vont da c'hall 'neus prometet Gerald Darmanin.

- Aleksandr Subb zo prezidant Finland

- Stourmoù ouzh an A69 etre Castres ha Tolosa ha ouzh ar raktres brasaat eus 8 puñs un dachenn da dennañ eoul mein.

- 67 klas a c'hallfe bout serret 'ba Penn-ar-Bed a-benn miz Gwengolo

- Bagad Monforzh ha bagad Speied e penn ar genstrivadegre rummad a oa aozet 'ba Pondi dec'h.

- Atleterez: rekord Bro-C'hall ar 1500 metrad zo bet trec'het gant ar Vretonez Agathe Gwilhamot (Breizh-Uhel  Atleterezh)

 

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio