Keleier ar vro d'ar Yaou 8 a viz Genver da 8e30
Ur statud ha doujañs evit ar yezhoù minorelaet...Setu ‘pezh ‘oa deuet da c’houlenn un hanter kant bennaket a liseidi eus ar c’hwec’hkorn dec’h ‘ba Pariz digant pennoù bras ar Republik ! Liseidi oa deuet eus Korsika, Okitania, Elzas, Euskadi ha Breizh diwar ur bedadenn gant ar strollad « Evit ma vevo hor yezhoù ».
A-benn sioulaat ar gounnar dispaket eus bed al labour-douar en deus ar gouarnamant pleget da c’houlennoù an FNSEA, ar sindikad pennañ. E-mesk traoù all eo bet suspentet ar programm Ecophyto sañset bihanaat ar pestisidoù er Frañs. Un disoc’h eus luskad an deizioù tremenet da lakaat keñver-ha-keñver gant komzoù ul labourer-douar bet aterset e fin ar sizhun baseet e Kallag, Olivier Charles zo o terc’hel douar ouzhpenn tregont vloaz zo hag abred eo bet kustumet da louzaouiñ.
Amañ e c'haller selaou ar reportajoù
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Raktreset zo serriñ 67 klas e Penn-ar-Bed en distro-skol
- Graet e oa bet harz-labour dec'h gant dockerien Brest hag an Oriant
- Miz zo bremañ zo bet anvet ar gouarnamant gant Gabriel Attal met n'eo ket klok c'hoazh
- N'eus ket bet kement a dud toullbac'het e Frañs biskoazh (75 897 den)
- "Lostennad an naon" a c'hortoze dirak burev ur vinistrez e Arc'hantina dilun
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas