Keleier ar vro d'ar Lun 05 a viz C'hwevrer
« Arc’hant evit Diwan » : ur mor a dud evit Diwan e Sant-Brieg
« Arc’hant evit Diwan », setu gêr stur ar vanifestadeg zo bet dalc’het disadorn e Sant Brieg.
Tregont vlez zo oe bet digoret skolaj Diwan Bro Dreger e Plijidi… A-houde en deus bet tamm araokadenn erbet en eil derez. Stanket eo ar raktres skol e Landreger hag ar raktres skolaj e Perroz Gireg a-gaoz d’an diouer a skoazell a-berzh an departamant. Gwashoc’h c’hoazh eo skolaj Plijidi en ur stad fall kenañ.
Ur reportaj get Anton Burel
Devezh ar c’hleuzioù e Sant-Nigoudem
Disadorn eh eus bet aozet un devezh diwar-benn ar c’hleuzioù e Sant Nigoudenn. Pal an devezh oe diskouez d’an dud penaos ema-a-bouez ar c’hleuzioù evit ar vro. A-gaoz da cheñchamant an hin ema ret d’ar labourizion ha d’ar strollegezhioù azasaat an en-dro hag ar c’hleuzioù zo unan ag an diskoulmoù evit en ober. Gant ar c’hleuzioù e c’hella an nen mirout an dour en douar, gwareziñ ar loened pe vehe loened doñv pe gouez.
Da vintin e oe bet aozet ur bourmenadenn àr maezioù ar barrez hag e mesk an heñchour e oa Gi Yonkour bet medisin loened e Kallag.
Ur pennad-kaoz get Anton Burel
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
Adkaset vo an dilennadegoù prezidant e Bro Senegal
Gwall-tanioù spontus zo e Bro Chilli
Un harz labour ‘vo e bed an deskadurezh stad
Keleier kinniget deoc’h get Yuna kojan