en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier d’ar Yaou 01 a viz C’hwevrer

Keleier d’ar Yaou 01 a viz C’hwevrer

Faot a ra d’ar FNSEA vefe digresket gwask ar reolennoù war normoù an takadoù gleb

 

A-houde div sizhuniad e embann sklaer ar labourizion-douar er straedoù emañ fall an traoù evite. Ar pep niverusañ anezho a vez ambrouget get sindikad al labourerezh-douar industriel, an FNSEA. Kaset 'n eus ar sindikad kant àrn ugent azgoulenn d'ar gouarnamant… Meur a abeg a vez roet gante da zisplegiñ o diaezamant. En o zouezh zo ur lodenn vat deuhoute evit ma vo digresket gwask ar reolennoù hag an normoù dezhe. Lod normoù a denn d'an takadoù gleb, lod arall d'an douar leusket da gozhañ (ar jachère), ha lod arallll c'hoazh da garzhañ ar stêrioù (kurañ ar stêrioù). Kar ma peus soñj mat, e oe kroget ar luskad e penn kentañ miz Genver get labourerien-douar bro Bikardi lakaet diaes gant an dourioù-beuz.

 

Displegadennoù get Tunvezh Gloagen-Grandjean.

 

 

 

Ur stummadur nevez gant Stumdi !

 

Ur stummadur nevez àr ar brezhoneg zo get Stumdi! « Ampart e tri miz » eo e anv. Savet ha kinniget eo e plas an daou stummadur tri miz ‘oe e katalog Stumdi betek-hen. Ar pal zo sklaeraat danvez ar stummadur tri miz, reiñ un nerzh nevez dezhañ ha bout kat da aozañ anezhañ er c’hreizennoù stummañ àr ar brezhoneg zo dalc’het gant Stumdi e Breizh . Loïg Jestin ‘neus savet programm ar stummadur nevez a c’haller ober goude bout groet ur stummadur 6 miz. Muioc’h a zisplegadennoù gantañ.

Gwelloc’h eo lakaet e anv ar buanañ ar gwellañ. Gallout ‘raiy an nen kemer perzh en un emvod dre internet evit gouiet hiroc’h àr eur stummadur , wàr eur mod da arc’hantiñ ‘nañ. Dalc’het e vo d’ar 27 a viz C’hwevrer. Muioc’h a zitouroù a c’heller kaout àr lec’hienn Stumdi.

 

Un atersadenn get Erwan Blanchard.

 

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

 

  • Dibosupl eo bevañ e strizhenn Gaza hervez an ONU
  • Ar steñv Gwen lakaet e pleustr e ospitalioù’zo e Breizh
  • Un harz labour gant ar skolaerion ha kelennerion

 

 

 

Keleier kinniget deoc’h get Yuna Kojan.

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio