Tremen a ra Aodoù-an-Arvor e kelc'h 2 da wareziñ al loened savet deus ar bleizi
E Plougernevel zo bet lazhet div zañvadez hag ur vidiezh e miz Du tremenet. Goude ma vefe bet aet tud an OFB, Ofis Gall ar Bevlieseurted da stuiañ ar c'horfoù loened marv, setu disoc'h an enklask : n'eo ket dibosubl e vefe bet ur bleiz o lazhañ anezho. N'eo ket sur kenebeut avat. Met gant an darvoud-mañ e ya d'ober daou zarvoud a vez liammet gant ar bleiz e Aodoù-an-Arvor. E Plevin, bloaz 'zo, e oa bet lazhet un dañvadez, hag e c'hellfe bezañ bet graet gant ur bleiz ivez.
Gant darvoud Plougernevel 'n eus divizet prefeti Aodoù-an-Arvor da lakaat 23 c'humun dindan kelc'h 2. Ar c'helc'hoù-se a zo perzh ur programm broadel da wareziñ ar rummadoù loened deus ar bleiz. Gant ar c'helc'h 2 e vez argantaet dispignoù ar saverien loened da brenañ rouedoù tredan, ha da gas studioù da c'houzout e pelec'h e vez dañjerusoc'h evit o stropadoù. Peurest an departamant a chom dindan ar c'helc'h 3, evel e 2023, ul live a ro d'ar saverien loened digolloù argant da stummañ ha da vouetañ chas difenn.
Kristen Bodros a zo saver dañvadezed e Landebaeron. Labourat a ra eñ gant chas Patou da zifenn e rummad loened deus ar chas gouez ha deus al lern. Mez evitañ eo ar bleizi un dra all c'hoazh...
Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.