en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier beure d'an 30 a viz Genver - 8e30

Keleier beure d'an 30 a viz Genver - 8e30

Keuneud za da gaout diwar ar gwez war ar c'hleuzioù!

Diriaou trement e oa pedet dilennidi Kerne Izel d'un devezh preder war diorreiñ un hentenn energiezh diwar koad kleuzioù ar vro. Evit poent e vez tennet gounit eus 16% eus koad ar c'hleuzioù hepken er c'horn-bro se. Ar pal a vefe produiñ energiezh evit tommañ ar savadurioù publik, evel ar skolioù pe ar poulloù-neuial da skouer. Ha broudañ al labourerien-douar da gempenn ar c'hleuzioù ha lakaat an ekonomiezh lec'hel da dreiñ war ar memes-tro. Selaouomp Katell Chantreau, dilennadez e Douarnenez Kumuniezh, he deus kemeret perzh en devez-se. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

"Paire-aidance": skoazell an dud zo klañv o spered

Sikour ar re a zo tapet get kleñvedoù bred get istoerioù tud oe klañv ivez.  An dra se zo pal ar c’hen-skoazellañ, pe pair-aidance, e galleg. Kroet eo bet ar sistem-se e 2012. Tud, bet klañv o spered, a ya da welet tud zo klañv evit eskemm, kontañ o istoerioù personel, reiñ fiziañs dezhe ha sikour anezhe da vonet gwelloc’h gwellañ.  Ar pal a zo sevel emgavioù etre tud klañv hag ar skoazellourion oe pe a zo c’hoazh tapet get ur c’hleñved. Daphnée Babin zo ken-skoazellerez, pe pair-aidante.  Ur sujed get Yuna Kojan.

 

Ar reportajoù zo da selaou  amañ

 Ha da glevout ouzhpenn 'bar c'heleier:

- Stourm ar beizanted

- Lakaat perc'henned loñjeris feurmet gant RB'nB da baeañ muioc'h a daosoù

- Implijidi ar c'hreizennoù sokial zo ankeniet gant o dazont: un emgav 'ban Alre!

-Taget zo bet ur bus harperien Stade Brestois 29 gant parizianed disul noz

 

Embannet eo an abadenn geleier gant Erwan Blanchard

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio