en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Tri miz goude ar gorventenn Ciaran n'eo ket bet roet ar skoazelloù argant d'ar labourerion-douar

Tri miz goude ar gorventenn Ciaran n'eo ket bet roet ar skoazelloù argant d'ar labourerion-douar

Spontus oa ar gorventenn Ciaran evit labourien-douar Haut-de-France, Normandie ha Breizh. N’o deus ket resevet c’hoazh ar skoazelloù oa bet prometet gant ar stad.

Ur vodadeg oa savet e Plougastel-Daoulaz gant ar sindikad Kengevred peizan. Kantadoù a dud oa war blas, dirag an ti-kêr. Goulenn a ra groñs vefe roet ar buhanañ posubl ar skoazelloù. Gabriel Attal, ministr kentañ, en deus disklêriet disadorn vo doublet ar foñs reuziad evit ar re a zo bet tapet gant ar gorventenn. Da gentañ oe bet laret get Macron vefe roet an arc’hant d’ar re n’o deus ket komanset al labouriou. A-benn ar fin vo roet d’ar re o deus savet labourioù adal d’ar 16 a viz kerzu, hervezh kengreved ar baizanted. Perzh zo oa graet labourioù e-raok gant labourerien-douar’zo.

Ar vodadeg savet gant ar sindikad a oa evit souten ar broduerien legumaj dreist-holl kar gwasoc’h eo bet ar jeu evite eget ar re arall. Evel Fañch Appriou, produer legumaj e Plabenneg.

Ur reportaj gant Yuna Kojan.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio