en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kuzul diorren Bro an Oriant : ur labour bras evit ar sevenadur

Kuzul diorren Bro an Oriant : ur labour bras evit ar sevenadur

Penaos sevel ur politikerezh war ar yezh ha war ar sevenadur e bro an Oriant… Setu ar labour a ra Kuzul Diorren Bro an Oriant.

Ar c’huzul zo bet savet un ugent bloaz’zo. Daou vloaz ‘zo oa savet azezoù keodedel kentañ ar sevenadur e Bro an Oriant. Ur bochad kaozeadennoù hag ur wir youl zo bet ganet goude an darvoud-sen.

Disadorn paseet neus aozet ar c’huzul diorren ur brezegenn war an tem « penaos lakaat war wel ar yezhoù bro ». Un digarez eo d’ober ur poent war plas ar brezhoneg er vro peogwir eo unan eus palioù ar c’huzul : roiñ ur plas d’ar yezh e sevenadur bro an Oriant.

Un delegasioñ, ur strollad, zo bet savet memestra gant tolpad-kêr an Oriant war ar yezh ha sevenadur Breizh. Laure Le Maréchal, eus an UDB, a zo kannadez er strollad-se.

Kenderc’hel a ray da labourat ar c’huzul. Spi neus Nicolas Syz, kenurzhier ar strollad sevennadurel er c'huzul, vefe savet a-benn tuchant ur raktres politikel gant Diazezadur Publik tolpad kêr an Oriant, EPCI Lorient Agglo, e galleg. Hag azezoù arall vefe savet ivez.

 

Nicolas Syz oe doc'h mikro Yuna Kojan.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio