Keleier d’ar Meurzh 23 a viz Genver 2024 – 8e30
Ur lec’h repu a vank d’an divroidi e Roazhon
E Roazhon emañ ar c’hevredigezhioù o klask ur lec’h repu evit an divroidi hep ti nag aoz. Ar prefeti a zo sañset ober àr dro an dud hep ti, met kudenneù zo. D’ar strollegezhioù arall eo da gavout diskoulmoù, neuzen, hep ma vehe padus an traoù. Dimeurzh tremenet eo bet urzhiet gant Lez-varn melestradurel Roazhon e vehe skarzhet ar c’hwec’h repuad hag hanter kant o doe kavet repu e sal jiminas tennis Roparzh ar wern e rann-gêr ar Gayeulles e Roazhon.
Muioc’h a zisplegadenneù get Anton Burel.
Distro an Deizioù e Bro an Oriant !
Tommder ar brezhoneg e-kreiz ar gouiañv… Komañs a ray a-benn nebeut an Deizioù !
Ar festival a zistray e Bro an Oriant evit ar naonvet wech ha tregont ! A viz c’hwevrer da viz meurh vo sonadegeù, arvestoù diskouezhadegeù, festoù-noz ha c’hoariva. Leunn vo an abadenneù er vro !
Digoret vo àr un ton bras ar festival disadorn e Ploue. Bep miz e cheñcha lec’h ar lid-digeriñ, ur gêr nevez bep plez… Setu spered ar festival, lakaat àr wel kevredigezhioù ag ar vro, ha sevel liammeù etreze.
Yvonig Ar Merdy, e penn aozadur ar gouel Ha Jañlug ar Mouel, soner, oe doc’h mikro Yuna Kojan.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Pobl Yanomami zo tapet get un enkadenn yec’hed spontus e Bro Vrazil
- Ur luskad zo savet get ar labourizion-douar
- Fuloret eo ar besketourion
- Kentdilennadegoù zo hiziv e Stadoù Unanet
Keleier kinniget deoc’h get Yuna Kojan.