Keleier ar vro d'al Lun 22 a viz Genver da 8e30
250 den a oa bet o vanifestiñ ouzh an islamofobiezh e Montroulez digwener. Un nebeut devezhioù zo 'oa bet klasket gant unan bennaket plantañ tan er voskeenn zo e Sant-Martin-war-ar-maez, pa oa tud e-barzh. An torfed spontus se 'neus fromet kalz a dud 'bar vro. Evit Kristian Braz, deuet da souten muzulmaned Montroulez eo ur c'hammed ouzhpenn 'bar feulster ouzh ar gumuniezh relijiel se. Emañ gant Erwan Blanchard.
Dibabet o deus izili Gouel al levrioù 'ba Breizh enoriñ Yeun ar Gow... Hag ober ton d'ar skrivagnerien e brezhoneg! Skrivagner, barzh, dastumer kontadennoù ha danevellour 'oa Yeun ar Gow, a zo bet ivez notaer a vicher a hed e vuhez labour. Disadorn beure 'oa bet staliet ur blakenn da derc'hel koun anezhañ ouzh an ti lec'h ma oa bet ganet e 1897 'ba bourk Pleiben. Selaouomp Charlie Grall, prezidant Gouel al levrioù 'ba Breizh zo aozet 'ba Karaez. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
Amañ e c'haller selaou ar reportajoù.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
- Ouzhpenn 1,4 milion a dud o deus manifestet e bro Alamagn 'pad an dibenn 'zhun a-enep d'an tu-dehoù pellañ
- Dilezel a ra Ron DeSantis ar c'houlzad kabaliñ e strollad ar Republikaned er Stadoù-Unanet
- Manifestadegoù a oa bet e pep lec'h e Frañs dec'h ouzh al lezenn Darmanin
- Al labourerien-douar o doa manifestet ivez 'pad an dibenn sizhun
- Kaoz zo bet c'hoazh eus skoliata bugale Ministrez an Deskadurezh 'pad an dibenn 'zhun
- Sportoù : kib Frañs mell-droad paotred ha 3000 metrad bale e kampionad Breizh indoor