Ret eo saveteiñ ar chalotez hadet!
Talañ eus ar gevezerezh graet gant ar chalotez hadet ! Produerien chalotez fouret eus Breizh zo o stourm evit sevel un IGP, Indication Géographique Protégée, evit gwareziñ o chalotez. Savet ‘neunt ur stroll e 2021 anvet stroll evit ar chalotez hengounel eus Breizh. Abaoe emaint o sevel un doser da lakaat Europa, gant an IGP, da anavezout ar chalotez fouret ‘neus mann ‘bet da welout gant ar chalotez hadet zo heñvel eus an onion… Hag e miz Kerdu eo bet digoret un tamm an hent da gaout an IGP. Ur gomision enklask zo bet savet gant an INAO (Institut national d’origine et de la qualité)… Ar c’hammed war lerc’h eo kas kas an doser d’al live european. Muioc’h a displegadennoù gant Bernard Cadiou zo prezidant ar Stroll evit ar chalotez hengounel eus Breizh ha produer ‘ba Lesneven. War dro 7 vloaz e ranker gortoz evit gellout kaout an IGP. Un hir a hent zo da vont gantañ evit an 200 produer chalotez fouret zo ‘ba Breizh. Gant Erwan Blanchard emañ Bernard Cadiou.