Keleier ar Vro d'ar merc'her 17 a viz Genver 2024
Bez emañ sonerezh Breizh war-dreñv evit a sell plas ar maouezed
Daoust da dud zo bezañ bet feuket gant komzoù bez-prezidantez ar rannvro en karg deus ar sevenadur, eo gwir e rank an traoù mont war raok.
Selaouit soñj Marthe Vassalo, kanerez, ha Nolwenn Bernard, sonourez telenn, AMAÑ.
Pennadoù-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
Marvet eo Loeiz ar Peñsek, bet Ministr ha maer Mellag
Chomet e oa gwriziennet mat ar sokialour e bro Kemperle e-pad tout e vuhez politikel, 'vel ma tispleg Nolwenn ar C'hrann, eilmaerez Mellag.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas.
Ha da glevet en ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- Dec'h e voe prezidant ar Republik gant un emvod kelaouiñ. Linennoù sturar gouarnamant nevez, liv an arme hag ar brezel dezho, ha da zont da dalvoudegezhioù kozh.
- 17% ouzhpenn e 2023 a dud o tont tre e Europa e maez lezenn eme Frontex
- "Un dibab politikel eo leuskel tud da gousket er maez", a lâr ar gevredigezh Medisined ar Bed.
- Euro Hand : gounezet 'n eus bro C'hall enep d'an Alamagn
- Open Aostralia : skarzhet niverenn 6 ar maouezed gant ur grennardez 16 bloaz !
Keleier kinniget gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.