Un devezh sonerezh da souten Gaza
Disul oa e Lanuon un devezh un tammig ispisial da souten tud Gaza. E plas manifestiñ, zo bet dalc'het un devezh sonadegoù. Dalc'het eo bet an devezh en ul lec'h dibar : tier-gwer kozh a vez meret bremañ gant ur gevredigezh anavezet A4, a ra war dro tud divroet dre al labour-douar pe an artizanelezh (Association d'Accueil en Agriculture et en Artisanat). Sonerezh, kaozeadennoù, standoù, ha boued, setu penaos e oa savet an devezh evit Gaza. Ar soner Gaby Kerdoncuff an hini eo 'n eus bet ar soñj da gentañ, ur soñj hag an eus plijet da gKlaod an Intañv ha tud ar gevredigezh AFPS bro Dreger.
Ne oa ket raktreset, met klot a rae devezh Lanuon da souten Gaza gant ur galv etrevroadel da vanifestiñ disadorn, da c'houlenn ar peoc'h padus ha gwarez pobl Balestina.
Ur gelaouaden gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.