Distro eo ar stourm a-enep da lezenn Darmanan
Disul a oa un devezh broadel da stourm enep al lezenn Darmanan. Al lezenn war an divroañ bet votet e miz Kerzu gant ar Parlamant a vez lâret deuhouti gant he enebourien eo un destenn rasist. 400 kevredigezh a c'halve da vanifestiñ dec'h, da c'houlenn ma vo tennet kuit al lezenn penn-da-benn. Miliadoù a dud a zo bet o vanifestiñ e Pariz, e Bourdel, e Lion, e Marsilha, 2000 e oant e Roazhon, 1000 en Naoned, un 200 bennak e Brest, ha 300 e Lanuon.
Tunvezh Gwlagen-Grandjean a oa bet eno, e Lanuon, da c'houlenn gant ar vanifesterien, ha selvij a ra c'hoazh mont da vanifestiñ, padal eo bet votet al lezenn dija. Selaouit respont daou zen o vanifestiñ : Laorañs an Intañv hag Ifig Flatres.
Ha n'eo ket echu gant ar stourm, kar kerkent disul zo deus un devezh manifestadegoù all c'hoazh e Frañs, d'an 21, a-enep d'al lezenn war an divroañ.