Ur stummadur evit bout jubennour.
Get Kerlenn Sten Kidna hag an IPLV, skol da wellaat ar yezhoù bev ag ar Skol veur Gatolik ag Anjev e vo savet ur stummadur evit kelenn d'an dud teknikoù ar jubenniñ. Kement-mañ evit ma vo keunniget muioc'h a draoù e brezhoneg ha troet e galleg dre skwer, èl prezegennoù, emvodoù-meur pe devezhioù-studi. Ar c'hentelioù vo roet get Anita Le Couédic a skol Anjev ha David ar Rouz, troour ha doktor àr skiant an troiñ. Lâret a ra deomp eh eus meur a feson da droiñ.