en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Daou levr evit ar vugale e brezhoneg, da selaou !

Daou levr evit ar vugale e brezhoneg, da selaou !

Mare an Nedeleg eo mare pouezusañ al levrerien hag an embannerien. Darn brasañ deus ar sifr gwerzh a vez graet e mare-mañ ar bloaz. Sur-awalc’h ho peus kavet levrioù dindan gwez Nedeleg disul da noz pe dilun vintin. E-mesk al levrioù nevez embannet o deus graet berzh, emañ « C’hwezigelloù an eñvor » gant Jessie Oliveros ha « Farah a zo sot gant Mangez » gant Sarthak Sinha. An daou istor-mañ a zo bet enrollet gant an ti produiñ Kalanna ! Hag a-drugarez d’ur QR kod e c’hell an dud selaou an istor gant o fellgomzer. Mouezh Yann-Herle Gourves a vez klevet evit a tudennoù, hag ar sonerezh a zo graet gant Mael Gego.

 

E « C’hwezigelloù an eñvor » e vez lakaet ar gaoz war ar vugale hag a wel o zud-kozh kaout kudennoù memor, pe vefe gant ar gozhni pe gant Alzheimer. Haroz an istor, Aorelian, a glask sikour e dad-kozh derc’hel e c’hwezigelloù lec’h ma vez eñvorennoù kaer enno. Met ne teu ket a-benn. Selaouomp Tifenn Merien ha Brendan Gillouzic-Gouret deus Timilenn embannadurioù ...

 

Ur gelaouadenn gant Anton Burel.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio