en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kroashent Kerne : ur pol nevez tro-dro d'ar brezhoneg e Kemper !

Kroashent Kerne : ur pol nevez tro-dro d'ar brezhoneg e Kemper !

'Benn 2024 e teuio Ehpad kozh ar Brug e Kemper, e karter Penhars, da vezañ ur pol tro-dro d'ar brezhoneg, anvet Kroashent Kerne. Ur raktres bras evit kevredigezhioù ar vro a labour evit diorren plas ar brezhoneg, evel Ti ar vro Kemper, KEAV (kamp etrekeltiek ar vrezhonegerien), Kevre Breizh...ha reoù all c'hoazh. Ur greizenn dudi e brezhoneg a vo savet eno ivez hag hunva Skolaj Diwan Kemper a zilojo eno kerkent ma vo posupl. Un disamm eo evit Erwan ar Berr, rener ar skolaj. Rak 20 vloaz zo pe dost e rank ar skolajidi bezañ kaset da gousket e kumunioù all gant ar c'harr-boutin diouzh noz. Selaouomp anezhañ.

 

 

Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Digeriñ a raio Kroashent Kerne e 2024. Ur pezh mell raktres eo evit diorren ar brezhoneg e bro Gemper. Dudi, stummadurioù, eskemmoù, lojañ...ur pol nevez e brezhoneg penn da benn e vo !

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio