Reoliet e vo ar feurmoù Airbnb e Kemper !
Divizoù nevez zo bet tapet gant kuzul-kêr Kemper evit reoliañ marc'had al lojeiz. Adalek ar 1añ a viz Genver e ranko ar berc'henned goulenn un niverenn digant ar gumun evit gallout feurmiñ o lojeiz d'an douristed evit ur prantad berr, doare Airbnb. Ar pal da gentañ eo gouzout resis ped lojeiz a vez feurmet d'an douristed e mod-se evit gallout reoliañ ar marc'had da c'houde. Muioc'h a ditouroù gant Uisant Kreker, eilmaer e karg eus an demokratelezh.
Ne dalvez ar muzulioù-se nemet evit ar feurmoù berrbad ha n'eo ket evit ar feurmoù war ar bloaz pe war meur a vloaz. Muioc'h a ditouroù a zo war al lec'hienn Kemper.bzh.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas.