Arc'hant ouzhpenn a vo postet gant ar rannvro evit ar brezhoneg
Votet vo ar budjed get ar rannvro ar suhun-mañ… e-touez ar muzulioù da votiñ eh eus ur steuñv evit ar yezhoù bro.
Daou vilion euroioù ouzhpenn vehe lakaet evit ar brezhoneg get Rannvro Breizh. Setu pal steuñv àr « adperc’hennañ yezhoù Breizh », pe e galleg, Plan de réappropriation des langues de Bretagne. Pezh oe ur promesa e-pad prantad kabaliñ Loig Chesnais Girard ha Daniel Cueff e-pad an dilennadegoù rannvro, a oe bet anvet « ur steñv marshall evit ar brezhoneg » d'ar mare-se. Ur milion oe lakaet ar blez tremenet. Ar pal vehe lakaet muioc’h a argant etre daou vil pouar àrn ugent ha daou vil seizh àrn ugen.
An doser-se vo tabutet e breujoù Rannvro Breizh e-pad an dalc’h a gomansa hiziv, betag digwener. Paul Molac zo dilennet er c’huzul rannvro. Voted vo ar steñv-sen, hervezoñ.
Klevet peus Paul Molac, kuzulier rannvro Breizh docv’h mikro Yuna Kojan.