Livadurioù a-enep ar vuzulmaned e Gwengamp
Livadurioù gouennelour hag islamofob a oa bet kavet gant annezidi Gwengamp d'ar Gwener 9 a viz Kerzu diouzh ar mintin. Livet e oant e karter Roudourou, a zo e kichen stad mell-droad brudet e Gwengamp, war ur savadur eus ar c'harter a vez implijet gant ar vuzulmaned evit pediñ. War unan eus ar mogerioù e oa skrivet « Coiffe bretonne, pas le voile, dehors » ha war an eil « 732 reconquista Martel ». Daou-ugent vloaz zo ez eus deus ur sal pedennoù evit ar vuzulmaned e Gwengamp hag ar wech kentañ eo dezhi bezañ taget. Muioc'h a zisplegadennoù gant Gael Roblin, kuzulier kêr e Gwengamp.
Gael Roblin, kuzulier kêr e Gwengamp, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas.