Savet eo peizanted yaouank ar JA ouzh ar politikerezh war al labour-douar
E miz Du ‘oa bet cheñchet penn da banelloù kumunioù ‘vel ni Penn ar C’hran ha Forest-Landerne da skouer. Un oberezh kaset gant ar beizanted yaouank, ar re JA, zo tost eus an FNSEA da glask hejañ ar bolitikourien ha diskouezh dezho e ya war fallaat stad o micher. ‘Neus bet disoc’h ebet. Se zo kaoz ‘noant dibabet mont pelloc’h gant obererezhioù un tamm kaletoc’h. Manifestiñ dirak ar gourc’hamadoù, mont e darempred gant ar pefeted : fell ‘rae dezho gourc’hemenn ar politikerezh war al labour-douar. Muioc’h a dispolegadennoù gant Gwendal Paoli, ko-prezidant ar sindikad JA ‘ba kanton Kastell-Paol. Hervezañ, evit derc’hel ul labour-douar ‘ba Breizh ha Frans e ranker skanvaat al lodenn velestradurel ‘neunt da gas. Emañ gant Erwan Blanchard.