Avel em fenn - Yaou 7 a viz Kerzu
Ur reportaj war Miltamm an embanner Bannoù Heol. Daou viltamm e brezhoneg nevez a zo bet embannet gant Bannoù-heol ! N'eo ket un taol-arnod ken evit an ti-embann e brezhoneg : e 2021 djia oa bet embannet ur miltamm gant kartenn Vreizh e brezhoneg, hag an oe graet berzh. Evel an daou re gentañ eo Mikael Bodlore-Penlaez, douaroniour anezhañ, an hini an eus savet ar c'hartennoù. Un atersadenn gant Arno Elegoed, penn-braz Bannoù-Heol, Herve Gwegen, selvij an anvioù-lec'h e Ofis Publik ar Brezhoneg ha Mikael Bodlore deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
Ar gronikenn Daouarn ha Pri war labour ar pri gant Awen Prigent, poder 'ba Benac'h.
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war nevezentioù ar Redadeg.