Keleier ar vro d'ar Meurzh 5 a viz Kerzu
Benn an 10 a viz Kerzu e vo Javier Milei prezidant Arc'hantina da vat... Liberal mik eo eñ ha deus an tu-dehoù pellañ. Fellout a ra dezhañ liberalizañ muioc'h mui ekonomiezh ar vro-se…. Da lâret eo ne vefe ket reoliet ken ar marc’had gant ar Stad. C'hoant en deus ivez skarzhañ ar pesos a zo moneiz ar vro evit lakaat an dollar amerikan e plas. Javier Milei neus prometet e-pad e brantad-kabaliñ vefe bihanaet kresk ar prizioù gantañ dreist-holl. Yuna Kojan he deus aterset Andres Caseres zo o chom e Buenos Aires.
Strafuilh a zo e servij an dour ‘ba Montroulez ! 'Benn penn kentañ miz Genver e vo roet lañs da « An dour », anv ur stal bublik evit merañ an dour ha puraat anezhañ. Betek-henn e oa kaset ul lodenn eus ar c'hefridi-se gant ar stalioù prevez Veolia ha Suez. Pezh ‘zo n’eo ket kevatal kondisionoù labour an dud zo gopret gant an embregerezhioù prevez ha reoù Montroulez kumuniezh… Diwar se e c’houlenn groñs implijidi an ensavadur lec’hel e vo gwellaet o c’hondisionoù sokial… Abaoe ur 'zhun eo un tregont bennaket a implijidi a zo gant un harzh-labour neuze... Selaouomp Lizig Kloareg, ijinourez war an dour hag ezelez eus ar CGT; Aterset e oa bet gant Erwan Blanchard.
Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- En arvar emañ ar skoazelloù arc'hant amerikan evit ar brezel en Ukrenia
- Seul baouroc'h eo an dud, seul vuioc'h a chañsoù o deus da vezañ kontrollet gant ar Cnaf
- Roet zo bet disoc'h ur varnadenn a c'hello treiñ da jurisprudence da geñver ar feurmiñ lojeizoù war Air Bnb
- Degemeret zo bet ar familhoù kentañ e CADA Sant-Brewen dilun
- Manifestiñ a raio al labourien-douar Il-ha-Gwilen e Roazhon warc'hoaz
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas