Keleier ar vro d'ar 4 a viz Kerzu 2023 - 8e30
- Devezh eskemm e Diwan
N'eo ket aes d'an dud a ra war dro Diwan Breizh da c'houzout penaos e tremen an traoù e pep skol. Na n'eo aes d'an dud a ra war dro pep skol da c'houzout penaos e vez graet gant ar re all da zerc'hel o skol. Disadorn e oa un devezh eskemm e diabarzh Diwan. Bep bloaz e vez kreñvaet an darempredoù etre ar rouedad hag ar skolioù dre ur seurt devezh. Pedet e vez an holl dud o kaout bugale er skolioù da zont da gemer perzh, hag an holl implijidi ha kelennerien zoken. Dreist-holl eo izili an APEoù a vez, ar c'hevredigezhioù kerent bugale a ra kalz er skolioù Diwan. Yves-Marie Derbre-Salaün, teñsorer ha sekretour Diwan Breizh, a zispleg deomp petra eo pal an devezh...
Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean
- Diskouezadeg "Pevarzek" e Gourin
100 vloaz luskad arzel ar Seiz Breur eo ar bloaz-mañ ! E 1923 e oa loc'het e Breizh ul luskad o kavout e blas e touezh luskadoù e vare, asambles gant an Arts déco e bro C'hall, pe ar Bauhaus alaman. Levezon ha berzh krouerien ha krouerezed ar Seiz Breur a vez klevet hiriv an deiz c'hoazh war sevenadur Breizh a vremañ. Hag ar bloaz-mañ neuze, kant vloaz war lerc'h, zo bet savet un diskouezadek, hag ur strollad arzourien nevez war ar memes tro ! « Pevarzek » eo anv an diskouezadeg hag ar strollad. Ennañ a vez kavet nav krouer pe grouerez, livourienezed, dizaignourien, brodourienezed, ur c'hizeller, un ti-savourez, hag ur stilist dilhad. Hag ouzhpenn an nav e vez kavet pemp « den fur » er strollad, tud deuet deus bed an embregerezhioù pe ar c'hevredigezhioù. Owen Poho ha Mathieu ar Gwern, alias Krank Du, a zo perzh o daou deus « Pevarzek », hag o daou dizaignourien. Displegiñ a reont e peseurt keñver eo par ar pezh a reont deus ar pezh a rae ar Seiz Breur...
Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean
Selaouit ar reportajoù amañ
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Stad ar brezel e Palestina
- Gwalldaol spontour e Pariz
- Disoc'hoù ar c'hrogadoù melldroad a zo bet an dibenn sizhun paseet
Keleier embannet gant Anton Burel