en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kelenn polinezeg dre soubidigezh ?

Kelenn polinezeg dre soubidigezh ?

Diriaou tremenet e oa ur Ministr Polinezad e skol Diwan Karaez ! Ronny Teriipaia eo Ministr an Deskadurezh Broadel e gouarnamant dizalc'hour a vremañ bro Bolinezia. E bal eo lakaat e plas ur sistem skolioù publik dre soubidigezh en archipel inizi er meurvor Habask. Deuet voe diriaou neuze da welet penaos e tremen an traoù er skolioù dre soubidigezh e brezhoneg, ar skolioù Diwan. Da gentañ e oa bet o weladenniñ ar skol vamm Diwan e Karaez, ha da eil al lise.

Displegiñ a ra ar Ministr, e yezh tahisianeg, peseurt darempred o deus yaouankizioù Polinezia gant o yezh.

 

Ouzhpenn ar ministr Ronny Teriipaia e klevet Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, Gregory Moign, rener lise Diwan Karaez, ha Noan, liseadez e Diwan Karaez.

 

Ur gelaouadenn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio