Cooperl : enklask nevez Splann er c'hooperativ sevel moc'h
Un enklask nevez a zo bet embannet gant Splann. Ar media enklask dizalc'h a lak ar wezh-mañ war wel un nebeut sioù e mont en dro ur c'hooperativ labour-douar. Ar C'hooperl eo kevelouri sevel moc'h brasañ Frañs. Evel pep kevelouri e oa bet krouet er bloavezhioù 1960 gant labourerien-douar, dezho da vezañ kreñvoc'h a stroll ha digreskiñ ar c'houstoù produiñ. Met cheñchet braz eo an traoù dibaoe. Kollet eo bet o galloud da zivizout gant darn vrasañ ar broduerien ezel deus ar C'hooperl. An divizoù a vez kemeret bremañ gant un nebeut a zesaverien moc'h braz e penn ar stal.
Hag ouzhpenn napas gellet kemer divizoù ken, eo diaes tre d'an disaverien kuitaat ar C'hooperl...
Juliette Cabaço-Roger, kazetennerez e Splann.
An enklask a zo da vezañ adkavet amañ.
Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.