Stourm a-enep ar feulsterioù jener
Ur plac'h a vez drouklazhet bep eil devezh gant he fried pe ex-pried e Frañs. Ar bloaz-mañ eo bet drouklazhet 114 plac'h abaoe penn kentañ ar bloavezh, hervez an aozadur Nous Toutes. Hag ar sifroù-se a zo beg iceberg ar feulsterioù jener hepken : Pevarzek ha pevar ugent mil (94 000) plac'h a vez gwalet pe zo darbet dezhe bezañ gwalet e Frañs bep bloaz. Hag ur plac'h diwar div he deus gouzañvet feulsterioù seksel pe a zo bet harellet dija e Frañs...Ha ne z a ket ar sifroù-se war wellaat a vloaz da vloaz siwazh.
'Benn warc'hoazh e vo an devezh etrevroadel a-enep ar feulsterioù seksist ha seksel. E pep lec'h dre ar vro e vo darvoudoù pe manifestadegoù evit kizidikaat an dud war ar feulsterioù-se. Ur stourm a-bouez evit Gaidig Rouz, eus Planning Familh Douarnenez. Displegañ a ra deomp petra vez graet gant he strollad evit sikour ar plac'hed a c'houzañv seurt feulsterioù.
Abadennoù e-leiz a vo kinniget gant Planning Familh Douarnenez tro-dro d'an devezh stourm a-enep ar feulsterioù jener. Pedet eo an dud d'en em vodañ adalek 4e30 evit ur brezegenn ha kanaouennoù, plasenn an Ifern ha daou arvest a vo da heul adalek 6e. Ha m'ho peus 'hem sikour, ma c'houzañvit feulsterioù seksist pe seksel, e c'hellit pellgomz d'an 3919 pe skrivañ un SMS d'ar 114. Manifestadegoù evit stourm ouzh ar feulsterioù jener a vo e Brest da 3e 'benn disadorn, e Kemper da 5e goude mern hag unan all e Kemperle da 2e disul.