en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

"Hiri" gant Marchand, Menneteau ha Lange : tri c'haner a vremañ

"Hiri" gant Marchand, Menneteau ha Lange : tri c'haner a vremañ

Ur bladenn nevez a zo deuet maez gant teir deus mouezhioù pennañ ar c'han e brezhoneg a-vremañ : Erik Marchand, Erik Menneteau ha Youenn Lange. Gant an tri c'haner eo bet savet « Hiri ». « Hiziw » ma faot deoc'h. War ar bladenn-mañ e vez kavet tonioù plinn ha fisel dreist holl, hag un nebeut tonioù da selaou. Ha perag ober an anv « Hiriv » dezhi ? Erik Marchand ha Youenn Lange a respont d'ho koulenn !

 

Ar bladenn « Hiri » a zo da zont maez a-benn nebeut tre, e miz Kerzu. Mez evit ar re n'hellont ket gortoz un nebeut devezhioù da glevet an tonioù-se, e vo an triad o kanañ anezho war al leurenn disadorn ! Da lidañ ar bladenn nevez da zont e vo ur fest-noz braz disadorn (warc'hoazh) e Kergrist Moeloù. Ur bern tud brav a zo bet pedet gant Marchand, Menneteau ha Lange da ganañ ha da seniñ asambles ganto war al leurenn !

 

Un atersadeg gant Tunvezh Gwalgen-Grandjean

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio