Keleier ar vro d'ar Gwener 24 a viz Kalañ Gouiañv - 8e30 beure
"Hiri", pladenn nevez Erik Marchand, Erik Menneteau ha Youenn Lange.
Gant an tri c'haner eo bet savet « Hiri ». War ar bladenn-mañ e vez kavet tonioù plinn ha fisel dreist holl, hag un nebeut tonioù da selaou.
Un atersadenn get Tunvezh Wleguen-Grandjean
Lañset eo bet Festival ar C’hross-Countri ‘e Karaez !
Erwan Blanchard en deus aterset galouperion ha galouperezed yaouank a faota dezhe lakaat war wel ar sport-se.
Selaouit ar pennadoù kaoz amañ.
Da selaou en ouzhpenn en ho frapad Keleier ar vro :
- An arsav-brezel zo lakaet e plas e Gaza
- Penn bras an tu dehoù pellañ e Izelbroioù, Geert Wilders, en deus gounezet plasoù ouzhenn er breujoù
- 106 a vaouezed zo bet lazhet e Bro Italia a-houde penn komañs ar blez
- Ar mennad 49.3 zo bet implijet ur wech c'hoazh er breujoù e Bro C'hall
Keleier ar vro kinniget deoc'h get Yuna Kojan.