en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier d'al lun 20 a viz Du - 8e30 beure

Keleier d'al lun 20 a viz Du - 8e30 beure

Stourmoù sokial: kastizet zo bet pemp sindikalour 'ba Montroulez

Disoc’hoù ouzh ar stourm ouzh adreizh ar retred bremañ, un nebeut devezhioù zo zo bet kondaonet pemp sindikalour ‘noant kemeret perzh er stourm ouzh adreizh al leveoù. Ez-ofisiel int bet kondaonet evit bezañ stanket an hent Roial etre Brest ha Roazhon koste Montroulez. Tolpadegoù a oa bet aozet dirak lez-varn Montroulez meur a wech evit souten anezho. Kondaonet eo bet pemp dionte da baeañ tri c’hant euro kastiz pop hini ha n’eo ket ur souezhadenn evit Fabris Kadou a zo ezel deus ar Sindikad FSU hag e mesk ar pemp sindikalour kastizet. Gant Anton Burel emañ.

 

Un tamm sell war "Yaouank" 2023 'ba Roazhon

Miliadoù a dud a oa bodet disadorn e Muzikhall Park an diskouezadegoù e Sant Jakez al Lann chouk da Roazhon evit Fest-noz brasañ Breizh ... Yaouank ! ‘pad 14 eurvezh a fest-noz eo bet entanet an dañserien gant strolladoù liesseurt ‘giz Modkozmic galactik & Annie Ebrel, Hamon Martin Quintet, Talec Noguet, Digresk, Forj pe Litha. Bep bloaz e vez savet raktresoù ispisial gant an aozerien hag ar bloaz-mañ neun kinniget un abadenn nevez : Kemmesk. Daou bed disheñvel, hini hengounel ar Melinerien da laret eo Bagad Gwened, hag hini jazz ha funk ar strollad Varez. Alex Kervadec prezidant Bagad Gwened a ginnig deomp ar raktres-mañ.

 

Ar reportajoù zo da selaou amañ

Kinniget eo ar prantad keleier gant Erwan Blanchard

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio