5 sindikalour a zo bet kastizet e Montroulez
Un nebeut devezhioù zo eo bet kondaonet 5 sindikalour o doa kemeret perzh er stourm ouzh adreizh al leveoù. Ez-ofisiel int bet kondaonet evit bezañ stanket an hent Roial etre Brest ha Roazhon koste Montroulez. Tolpadegoù a oa bet aozet dirak lez-varn Montroulez meur a wech evit souten anezho. Kondaonet eo bet pemp dionte da baeañ tri c’hant euro kastiz pep hini ha n’eo ket ur souezhadenn evit Fabris Kadou a zo ezel deus ar Sindikad FSU hag e mesk ar pemp sindikalour kastizet.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel