Keleier ar vro d'ar Yaou 2 a viz Du 2023 - 8e30
Un devezh tabut war ar boued e Breizh aozet gant an UDB e Pondi
Ur c'hendiviz oa bet e Pondi e fin Here. Pedet oa bet enno tud evit respont d'ar goulenn hollek : Boued mat deus ar vro : penaos ober evit ma vo ur seurt evit tout an dud ? Aozet oa an devezh gant Lydie Massard a zo kannadez european nevez UDB, e strollad an ekologourien - Kevredad Dieub Europa. Euro-kannaded ekolo all oa bet pedet evel Benoit Biteau pe Claude Gruffaut, ‘sambles gant arbennigerien all a labour war ar boued lec'hel war o ziriad.
Ur pennad-kaoz gant Enora Molac
Gwelladenn heñchet bered ar reter e Roazhon
Gouel ar re varv eo hiziv. Gant an hollzent dec’h eo ar mare pa vez an dud o vont war bezioù o re nes a zo aet d’an anaon. Ouzhpenn da enoriñ ar re varv eo ivez ar mare evit d’ar familhoù d’en em vodañ tro dro da bezioù o re nes ha soñjal enno. Da vare Kala-goañv e cheñch ar bered peogwir e vez aloubet gant bokidi hag an dud a ya da gempenn ha da netaat ar bezioù. Estreget ar mare-se n’int ket anavezet mat ar beredoù setu perak en deus Severine Even heñchourez a vicher aozet ur welladenn gant Skol an Emsav e Bered ar reter e Roazhon n'eus ket pell zo. Ur bedig bed eo da zizoleiñ ...
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Keleier embannet gant Anton Burel