Derc'hel soñj ag ar rezistañted.
Disadorn e Kistinid e oa savet un devezh lid get komite an dud bet soudarded hag an ti-kêr. Kement-mañ reiñ inour d'ar Gistinikiz oa bet lazhet er blead1944. Tri gwalldaol a oa bet eno etre miz C'hwevrer ha miz Gourhelen, 27 a dud, patrioted pe disoudard oa bet lazhet get an alamanted oa daet da vout taeroc'h, é welet fin ar brezel é tostaat. Jean Auber oa pemzek vlez e 1944. Bev c'hoazh eo ar momantoù-se en e spered. Èl ma neus kontet da Yaelle ar Mouel.