Nullet eo bet ar raktres chaoser da broduiñ tredan e Gwaien
Ur raktres chaoser da broduiñ tredan gant nerzh al lañv a zo war ar stern gant ar rannvro abaoe un toullad bloavezhioù, evit gallout produiñ energiezh en ur mod padus er porzhioù breizhat. An embregerezh Legendre eo a zoug ar raktres, asambles gant an Ifremer. Testet e oa bet warlene e morlenn Brest evit ar wech kentañ, ha sañset e oa bezañ kaset da Waien da c'houde evit kenderc'hel an arnodoù war hir amzer araok gallout kregiñ da broduiñ tredan war ur skeul brasoc'h. Met dipitet bras eo Daniel Cueff, bezprezidant ar rannvro ha Gurvan Kerloc'h, maer gwaien. Rak nullet eo bet ar raktres arnodiñ e Gwaien. Selaouomp anezhañ.
Maer Gwaien, Gurvan Kerloc'h, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Klask a raio an embregerezh Legendre ur porzh all neuze evit gallout kendec'hel da arnordiñ e chaoser da broduiñ tredan.