Priz Langleiz 2023 zo aet gant Herve ar Beg
Ar priz lennegel a vez roet bep bloaz evit reiñ ton d’ur roman pe d’un dastumad barzhonegoù. Roet eo ar priz da Herve ar Beg da geñver salons al levrioù a oa dalc’het ‘ba Karaez e-kerzh ar fin ar sizhun. « Amiraled Kab Horn » eo titl ar roman kentañ skrivet gant Herve ar Beg zo brudet mat ‘bar metoù brezhoneg. Anavezet eo evit bout bet unan eus mouezhioù pouzhus tre ar radioioù en brezhoneg. Rener Radio Kreiz Breizh hag Arvorig FM eo bet pad muioc’h evit tregont vloaz. Displegan ra deomp pezh ‘neus degaset c’hoant dezhañ da skrivañ ur roman… Emañ gant Erwan Blanchard.