Livet zo bet luganioù faskour war burevioù ar PCF e Brest
Muioc'h mui a skritelloù hag a livadurioù faskour hag eus an tu dehoù pellañ, e brezhoneg hag e galleg, a vez gwelet e Breizh hag e Penn-ar-Bed. Disadorn da noz e oa bet livet luganioù ha simbolioù eus an tu-dehoù pellañ ha faskour breizhat war burevioù ar PCF, ar strollad komunour, e Brest. Taran Marec, dilennad komunour e kêr Brest, en doa embannet ar c'heloù war ar rouedad sokial X. Selaouomp anezhañ.
Taran Marec a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Douget zo bet klemm gant strollad komunour Brest evit al livadurioù faskour.