Ur Steuñv nevez mouezhiet evit politikerezh treuzdougen ar Rannvro
Etre an 11 hag an 13 a viz Here ez eus bet tabutoù start e kuzul rannvro Breizh diwar-benn sujedoù a-bouez evel an emrenerezh, an treuzdougen pe al labour douar. Unan deus ar sujedoù tommañ a zo bet votet a oa ar c’hevrat steuñv Stad-Rannvro (KSSR) a bado betek 2027. Kresket eo bet yalc’hadoù ar stad hag eo bet dibabet war penaos e vo dasparzhet an arc’hant gant ar guzulierien hag ar c’huzulierezed rannvro. Mouezhiet eo bet ar c'hKSSR gant ar muiañ niver, Ni Breizhiz da lavaret eo an tu kreiz hag an ekologourien. Breizh a-gleiz, an tu dehou hag ekologourien breizh a zo chomet neptu hag An tu dehou pellañ neus votet a-enep. Gael Briand kuzulier rannvro Breizh a-gleiz a zispleg deomp petra soñj war ar c’hevrad steñv a zo bet votet….
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel