en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Avel em fenn - Lun 9 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Lun 9 a viz Gouel-Mikel

Dimerc'her paset e oa kant hanter kant trakteur dirak prefetioù Breizh, da-heul disklâriadenn ar Stad e vank argant evit o faeiñ àr o labour doujusoc'h doc'h an endro, e framm an MAEC (Mesures Agroenvironnementales Et Climatiques). Goulven Troadeg peizant e Plonevez-Moedeg & Kristen Bodros staliet e Lannbaeron a zo o daou ezel e Kengevread ar Beizanted (Confédération Paysanne). Displeg a reont a-hed ar sizhun o rol èl laburizion-douar en afer-se. Pennad-kaoz ar sizhun get Maëlle Ausias (RKB) ar sizhun-mañ.

 

 

Dañsal dindan ar glav a zo un teul-film a zoare a gont istoer Elen, tapet get krign-bev ar vronn, sevenet get Goulwena An Henaff. Un abadenn talvoudus da welet e mare Here-Roz. Hirroc'h er gronikenn Neventi FR3 e kompagnunezh Mael Gwenneg e karg ag an abadennoù e brezhoneg. Ur gronikenn nevez a vo adkavet bep Lun.

 

 

Ar wikend-mañ e veze roet tro-goug an erminig da 4 zen, Ronan Coadig, Monig ar Boulch, Joel Cornette ha Natalie Beauvais a zo bet enoret. Muioc'h àr an ensavadur e kompagnunezh Rowanon Kervella doc'h mikro Morgane Cotten (Radio Kerne).

 

Somatek e c'hell bout an droug er c'horf. Muioc'h àr an afer get ar medisin-bet Alan Goulwen er gronikenn yec'hed.

 

 

Keleier ar vro get Metig Jakez-Vargas.

Un abadenn kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac e studio Radio Bro Gwened.

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio