Ambroug an embregerezhioù da zigreskiñ o lastez
Klask a ra darn eus embregerezhioù bras pe bihan saotrañ nebeutoc'h, adimplij muioc'h hag implijout energiezh padus. E Kemper emañ bodet aktourien eus an treuzkemm niverel hag energetek, eus an treuzdougen pe c'hoazh eus an ekonomiezh kelc'hiek hiziv. En o zouez emañ Claire Carriou he deus krouet hec'h embregerezh « l'éclaireuz » evit skoazell an embregerezhioù, dre stummadurioù, da zigreskiñ o lastez. Ouzh mikro Metig Jakez-Vargas e oa.