1800 a dud o doa manifestet evit difenn ospital Karaez
Ouzhpenn 1800 den a oa e Kemper an disadorn evit difenn ospital Karaez...En arvar emañ urjañsoù an ospital rak serret eo servij an trummadoù e-pad an noz abaoe an distro-skol. Met n’eo ket tud Karaez ha tud Kreiz Breizh evit dilezel o Ospital. Dileuridi, en o mesk Kristian Troadeg Maer Karaez ha Melanie Thomin kannadez ar Poc’her, hag izili deus komite difenn an ospital oa bet degemeret er prefeti evit klask un diskoulm gant Prefed penn ar bed. « N’hon eus gounezet netra » en deus embannet Kristian Troadeg da heul an emgav-se. Met ezhomm bras a zo e chomfe digor servij trummadoù ospital Karaez hervez Fulup Kere, a oa e mesk ar vanifesterien …
Setu Fulup Kere ha Maelan Joubin a oa o vanifestiñ e Kemper disadorn evit ma vefe digor servij an trummadoù noz ha deiz e Ospital Karaez. Ur pennad-kaoz gant Anton Burel. Un tamm jeu a oa bet e-pad ar vanifestadeg ha karget eo bet ar vanifesterien gant ar polis ha tennet gaz lakrimojen outo.