en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Breizh kelt: un istoér termeniñ

Breizh kelt: un istoér termeniñ

Ur bochaz trouz a zo bet graet gant un diskouezhadeg anvet Bretagne... Celtique ? Savet e oa bet e penn kommañs ar blez, e Maezioù Frank (Champs Libres) Roazhon.

Da respont e oa bet aozet ur c'hendiviz e-pad Emvod ar Gelted, b'An Oriant. Arbennigerion ar bed kelt a zo bet pedet da gomz.

Enora Molac deus Radio Bro Gwened oa bet d'ober un tamm tro enno, klevet e vo tud a zo bet pedet da gomz e-pad an deiz-se ha tud arall ivez :

- Alan Stivell, "test bras" an devezh kendiviz Breizh... Kelt!

- Simon Rodway, kelenner e Skol-veur Aberyswyth (Bro-Gembre). Rener ar Journal of Celtic Studies (Kelaouenn ar Studioù Keltiek), o labourat àr ar C’hembraeg krenn, dornskridoù Kembraek ar Grennamzer, Iwerzhoneg krenn hag Hen-Iwerzhoneg, ha lizheregouriezh Keltiek.

- Erwan Chartier, kazetenner, skrivagner hag embanner. Graet en deus un dezenn àr "Sevel an Etrekeltiegezh e Breizh"

- Serj Bozeg, kelenner diàr ar brezhoneg. Amstoaret get ar yezhoù kelteg.

- Rozenn Milin, doktolerez àr ar sokiologiezh. Skrivet geti un dezenn àr ar "simbol", deuet de vout prezidantez Kuzul Sevenadurel Breizh.

- Eric Marchand, arbenniger àr ar liammoù etre sonerezh hengounel Breizh hag ar muzikoù modal. (Aterset get Caroline Trouillet). Muioc'h a zo da glevout amañ gantañ.

- Yannig Baron & Pascal Le Blay a zo bet enrollet e fin an deiz, perzh ag an 500 den a oa deuet da selaou doc'h ar c'hendiviz.

 

 

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio