en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Pont-Melvez/Boulvriag : trouz e-skeud lid-digeriñ ur parkad tourioù-avel

Pont-Melvez/Boulvriag : trouz e-skeud lid-digeriñ ur parkad tourioù-avel

Disadorn oa bet graet lid-digeriñ ur parkad tourioù-avel nevez en Aodoù-an-Arvor. Ur parkad a zo a-c'haoliata war div barrouz, Pont-Melvez ha Boulvriag, e kêriadenn Ti Nevez Mourig.

 

Hennezh eo ar pevarvet parkad tourioù-avel bet savet gant an embregerezh EDP Renewables en departamant. An embregerezh-se a laboura a-hend-all ba 14 bro dre ar bed da broduiñ energiezh : ba Amerika an hanternoz, ba Brazil pe c'hoazh ba Unvaniezh Europa.

 

War an ton bras e oa bet graet an traoù disadorn : distaget prezegennoù, troc'het ar ruban triliv gant ar bolitikourien, degaset ur c'hastell-c'hwezh evit ar vugale, fardet kouignoù da zebriñ ha servijet traoù dous da evañ. Gweladenniñ diabarzh un tour-avel a c'halle an dud ober ivez. Ha da lakaat ur pekad añbiañs e oa bet pedet bagad Saint-Cast-le-Guildo, 100 km alese...

 

Met darn ne oant ket deuet aze da gemer plijadur... Un ugent den bennaket a oa deuet da hijañ dindan fri ar berzhidi ur giton a-enep an tourioù-avel industriel. Lors ar Gall a oa en o-mesk.

 

Da glevout ivez er reportaj, François Rolland, perc'henn war ur park ma zo bet savet un tour-avel.

 

 

Ur reportaj gant Tomaz Laken

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio