Keleier ar vro d'ar merc'her 20 a viz Gwengolo - 8e30
Roet zo lañs d'ar c'houlzad kehentiñ bloaz diwar-benn ar c'hentelioù-noz da zeskiñ brezhoneg. Fulup Jakez, rener Ofis Publik ar Brezhoneg, gant Maëlys Poublanc.
Devezhioù ekologourien Breizh a oa bet e fin ar sizhun dremenet e Roazhon. Visant Alain, mouezh-aotreet an ekologourien er Morbihan, hag Olwen Denez, besprezidant ar goñsailherien ekologourien en Il-ha-Gwilen, gant Anton Burel.
Holl reportajoù Keleier ar Vro da selaou AZE.
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :
- Oberatadenn soudardel er C'harabagh-Uhel
- Furchadeg e ti ur gazetennerez eus Disclose
- Mankout a ra mistri-skol divyezhek er Morbihan !
- Katalaneg, euskareg, galizeg...e-mesk yezhoù ofisiel UE ?
- Tribun gant Nil Kaouisin diwar-benn enkadenn al lojeiz
- Danevell diwar-benn an Emrenerezh
- Sonadeg e Pariz da zifenn ar muzik e yezhoù-bro
Keleier embannet gant Tomaz Laken