Ospital Karaez : bac'het eo pennoù bras an ARS gant ar vanifesterien
Ur c'hant bennak a dud a oa en em vodet dirak ajañs rannvroel ar yec'hed e Kemper ar mintin-mañ adalek 10e evit goulenn digant pennoù bras ar yec'hed e chomfe digor an urjañsoù e ospital Karaez. Serret e oa bet ar servij-se 'pad an hañv hag abaoe penn-kentañ ar miz e vez serret etre 6e30 noz hag 8e30 mintin. Goude ma oa bet roet disoc'h d'an emvod etre renerien an ospital hag an ARS deus un tu ha dilennidi Kreiz Breizh ha dileuridi an ospital deus un tu all zo bet aloubet hag okupet degemer an ARS gant ar vanifesterien. 8 rener eus an ARS, en o zouez Elise Noguera, renerez ARS Breizh, a zo bac'het er sal emvod abaoe kreisteiz. Sindikalourien ha tud war o leve a zo okupiñ dreist-holl, ha mennet e oa an holl vanifesterien da stourm betek penn ar mintin-mañ dija.
Klevet ho peus Charlez an Dreo, Ifig Gwilhomarc'h hag an aotrou Gwilhou eus Motrev a oa bet o vanifestiñ dirak an ARS e Kemper ar mintin-mañ. Un eur hanter e oa padet an emvod met n'eus bet kavet emglev ebet evit poent. Okupet eo an ARS e Kemper abaoe kreisteiz ha bac'het 8 rener eus an ARS. Disklêriet en doa maer Karaez, Christian Troadeg, en ur erruout ar mintin-mañ « ne guitaimp ket al lec'h mañ keit ha ma ne vo ket digoret urjañsoù Karaez noz ha deiz ».
Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas