ICI, an abadenn war France 3, a ra trouz!
Un tamm dispac’h zo Frañs 3. Cheñchet eo stumm an abadennoù keleier, anvet ICI, etre 12e hag 1e hag etre 7e hag 8e noz. Disoc’h eo gant al lajadoù keleier broadel kinniget eus Pariz. Abaoe penn kentañ ar miz eo kinniget an abadennoù gant kazetennerien ar skipailhoù zo staliet ‘bar rannvroioù. Ma ya mat spered ar cheñchamant se d’ar braz eus implijidi Frañs 3 eo ar mod eo bet kaset an tamm dispac’h se ‘neus lakaet ul lodenn deusho d’ober harzh labour ar sizhun dremenet. Matthieu Herri ‘zo kazetenner gant Frañs Hirwazh ‘ba Brest ‘neus roet resisadurioù da Erwan Blanchard.
Ar c'heleier e brezhoneg, « An taol lagad », ‘neunt dalc’het memes padelezh ‘ban abadenn nevez anvet ICI, war dro 4 munutenn… Met cheñchet eo an eur skignañ. Bremañ eo e fin an abadenn, war dro 12e45, e c’haller bout kelaouet e yezh ar vro.