Niort - 8 a viz Gwengolo : prosez enebourien ar "megabasinoù"
Digwener e oa bet graet e Niort prosez 9 den a zo tamallet dezhe bezañ aozet manifestadegoù a-enep ar « megabasinoù ». Tud eus ar CGT int, eus Solidaires, Bassines Non Merci, Koñfederasion ar Beizanted hag ivez eus Emsavadegoù an Douar. Tamallet zo d'ar strolladoù-se bezañ aozet manifestagoù difennet e miz Here 2022 ha miz Meurzh ar bloaz-mañ e Sainte-Soline, en Deux-Sèvres.
Ar poulloù dour bras-bras a servij da stokañ dour tennet eus ar gweleadoù freatek a-benn dourañ ar gonidoù pa vez re sec'h an amzer. Met efedoù fall o deus war ekosistem Gwern ar Poatou hervez difennourien an endro.
Eizhtez zo en doa ar prefed difennet d'an dud en em vodañ da geñver ar prosez. Met war-dro 3000 a dud a oa deuet memes tra. Bretoned ha bretonezed en o-zouesk ! Evel Odile ha Tudual o doa klevet diston ur prosez foutouilhek a-walc'h. Hennezh oa bet suspentet a-benn 7 eurvezh prosez hag ampellaet betek an 28 a viz Du...
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken